Daou bal en deus raktres Moulin des Landes : klokaat kinnig kenwerzhel kêr en un tu, ha kreñvaat dedennerezh arvalva ar raktres en tu all.
Ur c’hinnig tematek hag a gloka hini kreiz-kêr Kemper.
E "Moulin des Landes", ma vo savet hor raktres 23 000 m², ez eus stalioù "blein" dija : But, Conforama ha Castorama. Gant hor raktres e vo ur c'hinnig kenwerzhel kemmesk troet war-du ar sevenadur hag an dudi, aveadur an dud hag an tiez.
E-kreiz raktresoù ar Frañsizien emañ an ti, evit gwir : ul lec’h dibar evit ar familh, ur repu evit tec’hel dirak stres ar vuhez vodern, met ivez ul lec’h digor gant implij an teknologiezhioù nevez hag ul lec’h degemer evit ar familh hag ar vignoned. An eil talvoud bras eo, war-lerc’h ar familh (96%). Kontet eo an ti da bouezus-kenañ gant 91% eus ar Frañsizien. Setu ma teu an aveadur anezhañ da vezañ unan eus ar postadurioù kentañ.
Ur c’hinnig poellek : harpañ ar stalioù n’emaint ket e kreiz-kêr Kemper dija.
War-dro 8 stal vroadel greñv war 12800 m². Ar stalioù “blein”, anezho stalioù dave war o marc’had dezho, a ya d’ober ouzhpenn an hanter eus ar c’hinnig. Ganto e vo sachet ur bern tud war-du ar greizenn : Meilh al Lann a zeuio da vezañ ul lec’h a yeer dezhañ a-ratozh-kaer.
Un dek stal grenn bennak, re arbennikaet : war dachenn ar c’hinklañ, an arrebeuri hag an aveiñ diabarzh. Ganto emañ skeudenn arbennigourien anavezet-mat, a oar ober traoù nevez hag a c’hall bastañ da holl ezhommoù ar vevezerien. Lakaat a reont a-unvan ar vodernelezh ha dedenn ar c’hinnig.
2 breti.
merchandising