version Bretonne
moulin-des-landes.com

Al lec’h ma vo diazezet Meilh al Lann, war glannoù an Oded etre bae Kerogan hag añs Menez Bili, zo arouezet gant torosennoù hag ur c’harzaoueg eus ar c’hentañ troc’h, evel ma kaver alies er c’hornad-mañ eus su Penn-ar-Bed.
En endro-mañ en em gavo ar raktres en un argerzh diorren padus ha Perzhded Uhel an Endro (PUE).

Ul lec’h buhez stank ar plant ennañ ha bevhinadel e-kreiz garzhaoueg Penn-ar-Bed

E penn kentañ raktres Meilh al Lann e oa bet dielfennet al lec’h hag an elfennoù naturel :

 an doujañs evit an dremmvro :  
- doujañ al lec’h hag enframmañ ar raktres en un doare azas ouzh neuz an dachenn evel m’emañ
- doujañ an dremmvro zo anezhi dija

 chom hep foranañ energiezh :
-  Gant an doenn-blant e vo difuet gwelloc’h ar savadurioù hag e chomo digemm ar gwrezverk en diabarzh.
- Gwarezet eo gwerennoù an talbennoù gant ur baled bras. Ganto e vo ar muiañ ar gwellañ a c’houloù naturel evit ar stalioù, hag e skedo an heol er goañv.

 mikrohinad, biotop ha dour glav
-  En holl ez a ar glasvezegi d’ober 52% eus gorread hollek al lec’hienn.
- Savet eo bet ar raktres en doare da wareziñ ar c’hleuzioù hag ar vuhez zo enno ; mirout a ra, kement ha ma vez tu, ar gwez hag ar girzhier zo anezho dija. Dibabet e vo ar gwez nevez e-touez re ar vro evit gwareziñ ar biotop (derv, haleg…)
- Ar glasvezegi a zalc’ho neuz naturel ar c’harzhaoueg hag ar pradeier. Ne vo ket ezhomm da implijout produioù saotrus evel an temzoù pe an dilouzaouerioù. An toennoù a vo lakaet plant warno war-bouez doareoù-ober a-vras. Bez’ e vo louzaouennoù sant-Yann dreist-holl : ar re-se n’o devez ket ezhomm e vefe graet kalz war o zro. Gant an diarbennoù-mañ e vo padus ar raktres ha ne vo ket noazet re d’an endro.

Gant ar plant emeur e soñj da lakaat e vo dizouret-mat an douar hag e vo euvret-mat an dour glav.

 Chom hep ober re a drouz
-  An aveadurioù teknikel ret d’ar stalioù a vo lakaet dezho atav gwikefreoù efedus a-enep an trouz. Disrannet e vo ar porzhioù servij diouzh an tiez tro-war-dro gant aspledoù ha gant skrammoù-plant

 Doareoù-ober ha produioù, chanter
- Dre vras e vo klasket noazout an nebeutañ ar gwellañ d’an endro pa vo dibabet an danvezioù, an doareoù sevel hag evit merañ ar chanter hag al lastez.



 


 
Ségécé © 2008créditsdarempredoùplan du site