Tachenn Obererezh Kenwerzhel Moulin des Landes, pa vo digoret e-kerzh ar bloavezh 2010, a ginnigo un ugent stal bennak, gouestlet dreist-holl da aveadur an tiez, war bord hent Benoded.
E 2005 e oa bet aozet ur guzuliadeg gant tolpad-kêrioù Kemper Kumuniezh evit empennañ, sevel ha korvoiñ ur greizenn-genwerzh e kornad Meilh al Lann, war harzoù Kemper, war bord hent Benoded.Dibabet e oa bet ar strollad kevelerien Eiffage ha Klépierre – Ségécé gant Kemper Kumuniezh e-kerzh c’hwec’hmiziad kentañ 2007.
Un nevezadenn e vo an dachenn genwerzhel da zont e Meilh al Lann, ken a-fet savouriezh, ken a-fet kenwerzh. Mont a ra d’ober ur raktres bras evit desachañ muioc’h a dud war-du kornad Kemper Kumuniezh ha pelloc’h, war-du Kerne a-bezh.
Ur raktres savet a-gevret gant servijoù Kemper Kumuniezh
Kemper Kumuniezh zo ur gumuniezh tolpad-kêrioù, enni 7 kumun ha 89 000 a annezidi. Emañ ar raktres e-kreiz un takad kêriekaet brasoc’h, ennañ 290 000 a annezidi, zo e boblañs o kreskiñ a-zevri : + 4,7% etre niveradegoù 1999 ha 2004.
Takad dedennerezh (mammenn : INSEE 1999)
Kentañ : 92 933 a annezidi
Eil : 89 861 a annezidi
Trede : 107 017 a annezidi
Savet eo bet an ensavadur etrekumunioù-se en-dro da Gemper, anezhi ur gêr greiz ha dezhi un dachennad vras ma kaver ar pep pennañ eus an diorren armerzhel ha kêrel.
Un tolpad-kêrioù dedennusoc’h-dedennus :
- 28 000 hektar
- 6 000 embregerezh
- 100 hektar nevez-kêriekaet bep bloaz etre 2000 ha 2004
- 43 500 a bostoù labour, eleze 36% eus implijoù Bro-Gerne
Kemper-kumuniezh enlinenn
Takad Meilh al Lann, ar c’henwerzh e-kreiz an natur
En em astenn a ra takad Meilh al Lann war 5,9 hektar er su da gumun Gemper.
Naturel eo doare an takad ken ez eo. Eno ez eus un toullad stalioù dija, en-dro d’ur c’hroashent-tro savet nevez zo peurgetket, gant stalioù bras evel Conforama, But ha Castorama. Meilh al Lann, war-hed un nebeud munutoù bleinañ diouzh kreiz-kêr Kemper, a denn he mad eus an hent bras (D34) a liamm Kemper en norzh ouzh Benoded er su.