Raktres Meilh al Lann zo ur patrom kêraozerezh kenwerzhel hag a glot mat-tre gant al lec’h ma vo. Gant ar spered nevez-se e vo kinniget un doare nevez d’ober prenadennoù, e-barzh ul lec’h modern hag enframmet da vat en e endro.
Ur programm azas ouzh ul lec’h-dave
23 000 m² GREM*
Un ugent stal bennak
2 breti
Ouzhpenn 800 plas parkañ, gant hentoù balizennet ha suraet evit ar c’hirri
Krouet e vo war-dro 260 implij kevatal leun amzer
Un hentad evit an dud war droad : gwenodennoù terket e-kreiz ar c’hleuzioù dindan wez a liamm al leurennoù an eil re ouzh ar re all, da grouiñ evel-se ur gwir bourmenadenn e-kreizig-kreiz ar raktres.
un dremmvro arvestus : en holl ez a ar glazvezegi d’ober 52 % eus gorread hollek al lec’h
kreizennet e vo meradur ar servijoù (degas marc’hadourezh, lastez, surentez, kempenn) a-benn ma ne vo ket re a noazadurioù da-heul an obererezhioù-se.
un tretadur PUE eus ar c’hentañ