version Bretonne
moulin-des-landes.com
 Un digor-kêr a-zoare evit Kemper Kumuniezh


Pal ar raktres-mañ eo kinnig ul lec’h unvan, plijus ha « glas », a glot gant skeudenn an tolpad-kêrioù.

Ur savouriezh skeudennus, enframmet el lec’h

Ur savouriezh eeun, a c’hoari gant an ec’honadoù hag ar gouloù, hag a ra diouzh torosennoù an dachenn a-benn en em unaniñ da vat gant an natur. Studiet eo bet an elfennoù naturel gant Ségécé diwar se en deus empennet :

 ul lec’hienn durc’haet d’ar mervent
 ul lec’hienn graet gant daou savadur bras, dezho toennoù-plant
 ur baled bras hag a ginkl an talbennoù
 gwenodennoù gwarezet ha kempenn evit an dud war-droad, gant treuzelloù koad, girzhier, mogerioùigoù hag ur gwel a laez da draoñ war an dremmvro
 girzhier plantet e-kreiz ar parklec’hioù, dezho da dennañ d’ar maezioù muioc’h c’hoazh
 panelloù a ziskouez barroù hag identelezh ar stalioù, peg ouzh an talbenn. 
 ur gwelead struzh bras hag a c’holo lodennoù ar programm a-eeun gant an dachenn naturel

Anv zo da grouiñ ul lec’h m’en em santer mat, plijus evit ober prenadennoù.


Un dremmvro arvestus

Evezh bras zo bet taolet ouzh terkadur an endro war harzoù ar greizenn, a-hed hent Benoded peurgetket ha tost d’an takadoù tiez : ar stalioù, dre ma’z int bet enframmet en dachenn, ne aloubont ket an endro betek re.
Un heuliad diarbennoù all zo bet kemeret evit diwall sioulder tud ar c’harter : war-dreñv emañ ar savadurioù, ha terket ez eus bet kleuzioù ledan ha girzhier.


An droiad kenwerzhel

Adalek an antre war uhelennoù al lec’hienn e c’hall ar gweladenner dizoleiñ ar greizenn-genwerzh gant ur sell hepken ha gwelet al leurennoù a laez da draoñ.

Eeun eo an doare m’eo bet lakaet ar savadurioù : gant se ha gant ar rouedad gwenodennoù ez eo ar greizenn ul lec’h mat evit pourmen ha straniñ, en un endro ma vez plant a-leizh. Holl ar gwenodennoù-se zo diraezus d’an dud dalc’het en o c’heflusk.

Aozet eo tremen an droadeien a-hed an talbennoù, ha gwarezet eo gant ur baled bras. Ur gwir bourmenadenn eo, ma tiorro ar stalioù hag ar pretioù. A-hed an alez-se ez eus bet aozet steudadoù kleuzioù, girzhier ha mogerioùigoù evit he dispartiañ krenn diouzh ar parklec’hioù. An hentoù-treuz-se zo bet lakaet warno ur gwisk disheñvel. Gouleier zo hed-da-hed dezho, hag ivez panelloù a-zoare. Kavout a reont o flas e rouedad doues ar gwenodennoù zo war al lec’h dija.

Er c’hornôg d’al lec’hienn e vo tu da vont d’ar wantenn dre ar gwenodennoù evit an droadeien. Ur gwir lec’h pourmen e teuio da vezañ neuze, evit an diskuizh hag ar c’hoarioù bugale.

Ségécé © 2008créditsdarempredoùplan du site