Klépierre
Klépierre, stal vamm Ségécé anezhaén, zo ur c’hevredad feuriet a bled gant postadurioù e madoù diloc’h. Bez’ e vo kenberc’henn takad armerzhel Meilh al Lann.
Klépierre, hag a implij 1 032 den, a oa dezhañ ur glad 11,3 miliard a euroioù d’an 31.12.2007. C’hoarvezout a ra eus 10% a savadurioù burevioù hag eus 86% a greizennoù-kenwerzh hag a stalioù (eleze tost 240 kreizenn e 10 bro eus Europa).
Klépierre a ra war-dro meradur ha talvoudekadur e c’hlad war-bouez e adstalioù arbennikaet : Klégestion evit ar burevioù ha Ségécé evit an aveadurioù kenwerzhel.

IXIS AEW Europe
IXIS AEW Europa zo un oberour eus an asset management evit ar madoù diloc’h er bed a-bezh. Kenberc’henn eo, gant Klépierre, war dakad kenwerzhel Meilh al Lann. IXIS AEW zo piaouet penn-da-benn gant IXIS Asset Management, zo e-unan un adstal eus ar strollad Natixis.