version Bretonne
moulin-des-landes.com

Ségécé zo un arbennigour eus ar c’hêraozerezh kenwerzhel abaoe 50 vloaz. Ar raktres-mañ zo bet empennet, diorroet, gwerzhet ha meret gantañ. Gant 50 vloaz mailhoni war ar c’hêraozerezh kenwerzhel ha keit-all a genlabour gant ar Strollegezhioù lec’hel, ez eo Ségécé ur c’heveler hag a gompren mat diouzh palioù ha prederioù ar c’hêrioù.

Gant nerzh 950 kenlabourer en Europa e c’hall Ségécé mestroniañ an holl emelloù a denn da grouiñ ha da dalvoudekaat aveadurioù kenwerzhel : ar studiadennoù, an empennañ, ar brudañ, ar gwerzhañ, ar merañ feurmel hag ar merañ glad, ar ren kreizennoù… ha gwarantiñ a ra e vint padus rak merañ a ra e aferioù en un doare strizh war hir dermen ha gouzout a ra ober kont gant un emdroadur rekis.

Evit se e klask :

 lakaat ar gevelerien lec’hel da gemer perzh en holl bazennoù ar raktres,

 enframmañ an oberiadenn diouzh ar gwellañ en hec’h endro sokioarmerzhel lec’hel,

 ober diouzh ma raio berzh an aveadurioù savet a-hed an amzer, war-bouez ur meradur lañsus

Selaou ar vevezerien
Ur chañs dispar eo merañ 400 kreizenn-genwerzh en Europa evit Ségécé : evel-se e c’hall arsellet ha diarbenn tuadurioù ar bevezerezh. Evit sachañ ouzhpenn ur miliard a weladennerien bep bloaz ha lakaat anezho da zont en-dro ingal e rank ar c’hreizennoù-kenwerzh zo meret gantañ bezañ diouzh o c’hoantoù. Selaou a ra ar vevezerien, prederiet eo gant kalite ar savouriezh, gant poellegezh ar c’hinnig kenwerzhel ha klask a ra gwellaat atav an degemer hag ar servijoù evit an arvalien.


 

 
Ségécé © 2008créditsdarempredoùplan du site