version Bretonne
moulin-des-landes.com

Lakaet e oa bet an empennañ war-sav a-gevret gant Ségécé, Eiffage Immobilier hag ar c’habined savourien Chapman Taylor. Gwellaet e oa bet e-kerzh emvodoù eskemmañ gant servijoù Kemper Kumuniezh, kêr Gemper, ar Gambr Kenwerzh ha Greanterezh ha kevredigezhioù ar c’harterioù.

Penngaser : Eiffage Immobilier Ouest 
Eiffage Immobilier Ouest zo un adstal eus Eiffage Construction evit ar madoù diloc’h. Abaoe ouzhpenn 20 vloaz eo gwriziennet-mat e Breizh hag e Broioù al Liger ha diskouezet en deus e varregezh e-ser kemer raktresoù a-bezh war e gont, adalek ar c’hlask tachennoù betek ar seveniñ programmoù en ur dremen dre ar programmiñ hag an empennañ.

An embreger hollek: Eiffage Construction Finistère 
Eiffage Construction Finistère zo ur skourr eus ar strollad Eiffage, anezhañ an trede strollad evit ar sevel tiez hag an anzavadoù e Frañs, hag ar seizhvet en Europa. Pleustriñ a ra holl vicherioù ar penngaserezh diloc’hel, an embregerezh sevel tiez dre vras, an terkañ kêrioù ha kempenn hollek ar glad. Eiffage Construction zo, war un dro, un oberour hollek hag un hollad embregerezhioù nes a labour war chanterioù bras.

Savour : Chapman Taylor 
Chapman Taylor zo ur c’habined etrebroadel a bled gant ar savouriezh, ar c’hêraozañ hag an design. Diazezet e oa bet e 1959 e Londrez. Gant ar c’hevredad e vez implijet ouzhpenn tri-c’hant den a labour e meur a vro en Europa. Ouzhpenn 40 vloaz skiant-prenet en deus tapet war dachenn ar c’henwerzh.

Kemper Kumuniezh
Kemper Kumuniezh zo ur gumuniezh tolpad-kêrioù enni 7 kumun ha 88 000 a annezidi. 28 000 hektar eo gorread he zachenn. Darempredoù stank he devez gant an etrekumuniezhioù tost e Bro-Gerne a-bezh. Savet eo bet an etrekumuniezhoù-se en-dro da Gemper, ur gêr greiz anezhi, dezhi un dachennad vras m’emañ ar peurvuiañ eus an diorren armerzhel ha kêrel.

Un nebeud gerioù gant Kemper Kumuniezh




 


 
Ségécé © 2008créditsdarempredoùplan du site